Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

vendredi, 26 mars 2010

Anvioù tud, Anvioù ar merc’hed, Anvioù-lec’h

 

Il était temps. AlmaSoror n'avait pas encore publié d'article en breton. C'est chose faite. Merci à Emmanuel de Kerdrel pour ce texte qui nous parle des noms et des prénoms en Bretagne.

Photo05LesSablesd'Olonne6.jpg
photo Sara

 

 

Un diforc’h bras a zo etre Breizh ha Bro C’hall diwar-benn an dra-mañ. A-benn ar fin, d’am soñj, pa voe embannet al lezenn diwar-benn anvioù ar merc’hed dindan gouarnamant Edith CRESSON, e oa diwezhat evit ar vretoned dre m’hon eus-ni graet dalc’hmat an diforc’h etre anvioù ar baotred hag anvioù ar merc’hed.


Da skouer : an aotroù Mikeal KORNEG a zo dimezet gant Annaig AR GALL. Gant lezenn Cresson e oa posubl kemm an anvioù. Mat e oa. Met e Breizh, dimezet pe get, Mikeal KORNEG a chom Mikeal KORNEG. Ha, dreist-holl, Annaig AR GALL a chom Annaig AR GALL.


Da laret eo e Breizh, ar merc’hed dimezet a vir o anvioù. Hag an dud a lare gwechall :

- Penaos ‘mañ ar bed ganeoc’h Annaig AR GALL ?

Gwir eo, hiziv eo cheñchet an traoù un tammig evel e pep lec’h :

- Demat Annaig.


Ha pa zivize an dud etrezo diwar he fenn, ne fazïent ket : “Annaig AR GALL” an hini e oa, ha n’eo ket “Annaig KORNEG”. Ha memestra eo hiziv, dalc’hmat.


Bez ez eus ivez un dra all, gant anvioù-lec’h e plas anvioù an dud. Da laret : Huberzh AODREN* deus un ti-feurm anvet Kermorvan a zeu da vezañ « Huberzh deus Kermorvan ». Pe  Aziliz LOSSOUARN dimezet gant Pêr AR BIHAN deus kêriadenn Kerbrug a zo “Aziliz deus Kerbrug”


Dont a ra soñj din eus ur gentel bennak e Skol-Veur Roazhon II, gant Yann Bêr PIRIOU pe Lukian KERGOAT n’ouzon ket dre just piv e oa, se a oa er bloavezhioù ’90, a gontas deomp kement-mañ : gwechall e veze graet gwernioù al listri gant gwez a gresk e lagennoù ar gwernioù. Cheñch o deus graet anvioù an dud dindan levezon** ar galleg. Evel-se an dud a oa “Gwern” o anv, pe “Ar Wern” pe ”Penwern”…. Ya, gwernioù al listri a dalvez e galleg “Le mat des navires”. Anvioù an dud a oa cheñchet evit dont da vezañ petra …. « Le Mat », « Ar Mat ». Ar ger « mat » a zo e brezhoneg « bon » e galleg, anvioù an dud a voe cheñchet a-nevez  e galleg e « Le Bon » dindan levezon ar galleg. Hag ez eus ivez stummoù a-ziforc’h c’hoazh, evel « Guern », « Penguern » distaget  <<gwerneu>> pe <<peñ-gwerneu>>…


Er penn kentañ, an dud a oa “Gwern” o anv, da laret eo e galleg “l’Aulne” a zo deuet a-benn ar fin da vezañ anvet gant ar stumm gallek “Le Bon” eta. Ar skouer-mañ a ro mat da gompren ar pezh a zo c’hoarvezhet e Breizh abaoe an Dispac’h bras.


 

Emmanuel de Kerdrel (13/3/10)


*Aodren a zo ur raganv ar paotred… evel Hoel


**Michel NICOLAS a oa skrivet ul levr mat-kenañ e galleg, a zo e dalbenn : “Histoire de l’Emsav” a gomze “rouleau compresseur de l’Etat français et de véritable ethnocide


 

Commentaires

Hélas mon bas niveau de breton ne me permet pas de tout comprendre mais je suis heureux de voir qu'il y a de plus en plus de breton en ligne, sur les blogs, les sites, wikipedia etc.
Merci ça motive pour réapprendre cette langue perdue

Écrit par : Renaud Dumouriez | mercredi, 31 mars 2010

Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro ! / Nous, Bretons de coeur, nous aimons notre vrai pays !
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro. / L'Arvor est renomée à travers le monde.
Dispont breiz ar brezel, hon tadoù ken mat, / Sans peur au coeur de la guerre, nos ancêtres si bons
A skuilhas eviti o gwad. /Versèrent leur sang pour elle.


O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. / O Bretagne, mon pays, que j'aime mon pays.
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro. / Tant que la mer sera comme un mur autour d'elle.
Ra vezo digabestr ma Bro ! / Sois libre, mon pays !
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed, / Bretagne, terre des vieux Saints, terre des Bardes,
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed, / Il n'est d'autre pays au monde que j'aime autant.

Écrit par : Morgan Domeneg | mercredi, 31 mars 2010

Les commentaires sont fermés.